Kreñv eo identelezh Breizh e Gwened, diàr hec’h istor, he youl da gas kelenn ar brezhoneg àr-raok ha da lakaat gizioù gwezharall da chom bev get abadennoù evel Gouelioù an Arvor (dibunadegoù tud dilhad breton gete, dañsoù Breizh lakaet àr wel, sonadegoù bagadoù...)
Daoust ha gouiet a raec'h ?
Gwened, fleurenn dugelezh Breizh
Àr-lerc’h ar brezel hêrezh en doa graet e reuz e Breizh en eil lodenn ag ar XVvet kantved e voe choazet gant an tiegezh Moñforzh em staliiñ e Gwened.
Neuze e oa Gwened an deirvet kêr e Breizh er XVvet kantved, àr-lerc’h Naoned ha Roazhon. Enni e oa Kambr ar C’hontoù ha bodet e veze ar Stadoù enni ingal. E 1485 e voe krouet breujoù kentañ Breizh e Gwened get Frañsez II. Dalc’het e veze an emvodoù er C’hovu.
Ar gevredigezh Ti Ar Vro
Ti ar Vro Bro Gwened eo ti sevenadur Breizh e Bro Gwened.
Ti ar Vro Bro Gwened a vez kaset en-dro ha meret get ar gevredigezh Emglev Bro Gwened. Er rouedad kevredigezhioù-se ec’h eus bodet meur a oberour àr dachenn sevenadur Breizh e Bro Gwened.
Staliet eo àr dachenn 3 etrekumuniezh : Mor Bihan - Gwened Tolpad, Kistreberzh Kumuniezh ha Gwareg Su Breizh.
Kelenn Brezhoneg
Ur gwir chañs eo ar brezhoneg evit ar vugale. Evel-se e vez troet muioc’h o spered àr an ijin, lañs o dez evit ar barregezhioù spered pa vezont 4 pe 5 blez ha gober a reont berzh er skol. Seul abretoc’h e vez desket yezhoù, seul aesoc’h deskiñ danvezioù arall. Neuze ar vugale a zesko brezhoneg hag int yaouank a c’hello deskiñ aesoc’h yezhoù arall.
- Bout e oa 334 a vugale e klasoù divyezhek er blezad-skol 2020-2021 e Gwened (er skolioù publik Roc’han, Kliskoed, er skolioù prevez Frañseza Amboaz ha Sant Gwenn, hag e Diwan), unan ag ar c’hêrioù e Breizh a zo ar muiañ a vugale enni en hentadoù divyezhek.
- Setu ma vo Gwened ar gêr nemeti e Breizh ma vo kelennet brezhoneg dre soubidigezh ag ar vagouri d’al lise pa vo digoret ul lise Diwan enni edan berr.
- Kentelioù brezhoneg a vez evit an dud vras ivez.
Gouelioù an arvor
E 1928 e oa bet savet Gouelioù an Arvor, ar festoù koshañ e Breizh a vez tolpet miliadoù a dud enne e-pad daou zevezh ma vez kurunennet Rouanez an Arvor d’ar 15 a viz Eost àr bazennoù an Ti-kêr.