Da-geñver ar garta europat evit an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred er vuhez lec’hel e oa bet termenet ur steuñv oberoù get ar c’huzl-kêr d’ar 4 a viz C’hwevrer 2019, 5 ahel ennañ :
Ahel 1 : Stourm doc’h ar stereotipoù
Ahel 2 : Broudiñ ar c’hemmesk
Ahel 3 : Stourm doc’h ar feulster revel ha revelour
Ahel 4 : Broudiñ d’ober traoù evit gwirioù ar maouezed hag an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred
Ahel 5 : Gober doc’h ma vo kempouezet ar vuhez etre mare al labour ha mare ar vuhez personel.
Broudiñ da vonet trema an ingalded a sell doc'h razh an dud !
An dra-se zo kaoz e kinniger ur programm "Elles, féminin pluriel" evit gober enor d’ar maouezed a ra traoù àr dachenn an arz, ar politikerezh pe evit mad an dud, get diskouezadegoù, prezegennoù, sonadegoù, lennadennoù e Gwened, e miz Meurzh.
Da-geñver ar 1añ steuñv ober Ingalded Vicherel "Ega-Pro" e oa bet savet meur a video gant ti-kêr Gwened e-barzh e servijoù.
Egalité femmes-hommes au travail | Rencontre avec Marion
Egalité femmes-hommes au travail | Rencontre avec Elsa
Egalité femmes-hommes au travail | Rencontre avec Thierry
Egalité femmes-hommes au travail | Rencontre avec Yoann