DISKLÊRIADUR UR C’HANEDIGEZH
Toutes les déclarations de naissance se font uniquement sur rendez-vous auprès du service état civil.
Pour prendre rdv : 02 97 01 61 60
AR PEZHIOÙ DA BOURCHAS
- Testeni ar mezeg pe an amiegez
- Kartenn-anv ar gerent
- Al levrig familh evit enskriviñ ar bugel ennañ, ma vez ul levrig familh get ar gerent dija
- Disklêriadur an anv choazet evit ur bugel ma ra ar gerent an difrae-se
- An akta-ganedigezh m’eo bet savet a-raok ar c’hanedigezh
- Ur brouenn annez (pe chomadenn) 3 miz kozh d’ar muiañ ma n’eo ket bet anavet ar bugel c’hoazh.
Servij Marilh ar Boblañs
- Ag al Lun d’ar Gwener a 8e15 da 12e15 hag a 1e15 da 5e
- Sadorn vintin a 9e da 12e
- 02 97 01 60 00
GOULENN UN EILSKRID AG UN AKTA-GANEDIGEZH
Diàr un akta ganedigezh e c’heller roiñ 3 zeul dishañval : un eilskrid klok, ur paper meneget ar maberezh àrnañ hag ur paper hep ar maberezh meneget àrnañ. An divizoù roiñ zo hrevez natur an teul a c’houlennit. An difrae evit e gaout a cheñch hervez lec’h-ganedigezh an den a sell an akta outañ.
Digoust eo an difrae
Grit kentoc’h get furmskridoù enlinenn, mar plij
Gellout a rit ober ar goulenn enlinenn
Ma ne c’helit ket ober ho tifrae enlinenn
Titouroù pleustrek :
Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner.