DISKLÊRIIÑ UR MARV
Rendez-vous obligatoire pour une déclaration de décès auprès de l'état civil : 02 97 01 61 60.
AR PEZHIOÙ DA BOURCHAS
An den a zisklêr ar marv a rank monet d’an ti-kêr get an teulioù-mañ :
- E deul-anaout
- Ma c’hell en ober, an testeni a varv roet get ar mezeg, ar gomiseriezh-polis pe an archeriezh.
- Kement teul (ma vez teulioù getañ) a sell ouzh identelezh an den tremenet (levrig familh, teul-anaout, pe akta ganedigezh da skouer).
Servij Marilh ar Boblañs
- Ag al Lun d’ar Gwener a 8e15 da 12e15 hag a 1e15 da 5e
- D’ar Sadorn vintin a 9e da 12e
- 02 97 01 60 00
GOULENN UN EILSKRID A BAPER-MORTUAJ
Gellout a rit ober ar goulenn enlinen
Ma ne c’helit ket ober ho tifrae enlinenn
Titouroù pleustrek :
Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner.